Brezhoneg

Breizh eo hon hêrezh voutin

picto_tricolore

He finvidigezhioù naturel, hec’h istor war hir amzer, he sevenadurioù, he yezhoù, he mod da vezañ digor war ar bed, da zegemer an dud, kement-se a ya d’ober kalon hon identelezh. Stank eo bet ar stourmoù e-kerzh istor merc’hed ha paotred Breizh, evit difenn o hêrezh ha sevel o amzer-da-zont : Plougoñ, mont enep al lanvioù du,en em sevel evit lakaat yezhoù ha sevenadur Breizh da vevañ, pouez ar c’hevredigezhioù hag an emsavioù sokial. Hiziv an deiz eo ret deomp stagañ a-nevez gant ar stourmoù evit Breizh, paneve se ne chomo ar gerioù « bevañ, labourat ha divizout er vro » nemet ul lugan, tra ken.

Digoromp un hent all. Ijinomp ur mod nevez da vont war-raok ha ne dalvezfe ket kaout muioc’h bepred, evit nebeutoc’h-nebeut a dud. Un doare da vont war-raok hag a dalvezfe bevañ mat ha rannañ etre an holl. Savomp asambles ur raktres evit ar gevredigezh hag a glasko da gentañ reiñ an tu d’an holl da vezañ yac’h, da gaout ul labour talvoudus evit ar gevredigezh ha lec’h ma vint en o bleud, un endro bevañ plijus, servijoù publik a galite ha diduamantoù digor d’an holl.



Ekologel, keodedel ha kengret :

Un hent all evit Breizh

picto_tricolore

A-benn miz Kerzu e votimp evit dibab hor c’huzulierezed hag hor c’huzulierien rannvro evit ar c’hwec’h vloaz da zont. Ekonomiezh, implij, treuzdougen, endro, stummañ, kenskoazell… Ober a ra ar Rannvro war-dro ur bern traoù fetis hag a sell ouzh hor buhez. Petra a fell deomp kaout, ni, keodedourien ? Promesaoù brav ? Pe en em soñjal asambles war ar pezh a c’hallomp ober da vat evit gwellaat buhez pep hini ?

Dav eo deomp kaout nerzh-kalon evit heñchañ ar politikerezh war un tu nevez. Raktresoù keodedel, labour-douar gant peizanted, lakaat an embregerezhioù da zistreiñ d’ar vro, ekonomiezh sokial ha kengret… E pep lec’h e teu milieroù a obererezhioù war wel a-berzh an dud o-unan evit reiñ lañs d’ar c’henlodañ ha d’ar genskoazell. E-lec’h prometiñ, da-geñver pep dilennadeg, e vo degaset ur cheñchamant ha goude-se rediañ an dud da sentiñ ouzh divizoù kemeret gant ar pennoù bras, broudomp an dud da reiñ lusk d’an traoù o-unan ha sikouromp ar raktresoù lies-se evit lakaat ar c’hemm sokial da ziwan.

21 brioriezh ganeomp

evit Breizh ekologel, keodedel ha kengret

picto_tricolore

Ur raktres ekologel, keodedel ha kengret, sed aze amzer-da-zont Breizh.

Kinnig a reomp deoc’h amañ 21 brioriezh evit lakaat Breizh da gemer un hent nevez. 21 dra da ober da gentañ-penn evit lakaat kinnigoù fetis da zont war wel, abalamour da wellaat buhez an holl e Breizh.

  • 21 brioriezh evit respont d’ar pezh a vo en dalc’h en XXIvet kantved ha prientiñ an XXIIvet
  • 21 brioriezh evel niver ar broioù e Rannvro Breizh, rak arabat disoñjal takad ebet.
  • 21 brioriezh evit degas da soñj eus COP 21, an emvod-uhel etrebroadel war an hin a vo dalc’het e Pariz keit ha ma vimp o kabaliñ.
Bevañ gwelloc’h a dalvez bezañ en e vleud gant ur gopr hag ul labour a-zoare, ur ster talvoudus gantañ
Prioriezh niv 1 :
Roomp lañs d’un ekonomiezh staliet er vro en-dro hag a vo emsav d’an holl.

Evit stourm enep an dilabour ha gwareziñ an endro, skoazellomp ar gennadoù a respont el lec’h-mañ-lec’h da ezhommoù pennañ an dud en ur grouiñ postoù labour na c’haller ket kas da lec’h all.

Prioriezh niv 2 :
Lakaomp ar pouez war ar c’henlabour, an ekonomiezh sokial ha kengret, hag an embregerezhioù nevezus bihan-tre, bihan hag etre.

Tennomp hor mad en un doare padus eus hon danvezioù naturel evit krouiñ implijoù a galite. Ouzhpenn gant an implijoù e vez krouet pinvidigezhioù, sikouromp ivez ar c’hevredigezhioù, ar genskoazell, an dud a-youl vat, al lodennañ.

Prioriezh niv 3 :
Diazezomp stummadurioù kentañ hag a-hed ar vuhez da stummañ an dud war micherioù ar gevredigezh ekologel ha kengret da zont.

Roomp an tu d’an holl da vezañ en o jeu ha da gavout o flas ha sikouromp an dud a zo implijet er gennadoù lec’h ma vez kollet lañs, da vont war micherioù an amzer da zont.

Prioriezh niv 4 :
Digoromp an niverel d’an holl Vreton(ez)

Krouomp traoù nevez ha roomp lañs d’obererezhioù e pep lec’h : uhelgas, e-servijoù, rouedadoù rannañ, pellabour, fab lab…

Bevañ gwelloc’h a dalvez kaout fiziañs en amzer-da-zont
Prioriezh niv 5 :
Roomp an tu d’ar re yaouank da sevel o amzer-da-zont e Breizh.

Sed aze an dislavar a zo e Breizh : stank eo ar re yaouank, stummet mat int, met kalz anezho zo dilabour (25%) ha rankout a reont kuitaat Breizh hag ur vuhez diasur. Lojeiz, labour, fiñvusted : roomp an tu dezho da vevañ ha da labourat er vro evel zo dleet.

Prioriezh niv 6 :
Roomp ur framm a-zoare d’ar re yaouank, dezho da vezañ stummet war ur vicher hag evel kedodedourien

Dav kaout ur politikerezh hardizh evit al liseoù hag an deskadurezh uhel.

Kinnig fetis :

Kaout skolioù dasparzhet en un doare kempouez e Breizh, nevesaat ar savadurioù, dezho da vezañ suroc’h ha da badout pelloc’h, herzel ouzh ar re yaouank a ziskregiñ diouzh ar skol, n’eo ket ar chanterioù a vank !

Prioriezh niv 7 :
Greomp ar pezh a zo ezhomm evit reiñ lañs d’an enklask e servij ar gevredigezh.Greomp ar pezh a zo ezhomm evit reiñ lañs d’an enklask e servij ar gevredigezh.

Arabat diskar an enklask abalamour d’an digresk a-fet budjed pe da interestoù hag a zo kontrol an eil d’egile. Gant disoc’hoù an enklask e vez sikouret hor c’hevredigezh da vont muioc’h war-zu ar badusted hag ar genskoazell.

Bevañ gwelloc’h a dalvez bezañ gouest da gaout fiziañs en demokratelezh
Prioriezh niv 8 :
Renomp ur politikerezh skouerius evit ar Rannvro hag a c’hall an holl kemer perzh ennañ.

Ret eo d’hor politikerezhioù bezañ savet diwar ur c’hendiviz etre ar geodedourien, ar gevredigezh sivil hag an dilennidi e servij ar vro.

Kinnig fetis :

Lakaomp diazezañ un doare reizh hag efedus da verañ arc’hant ar Rannvro hag ur mont en-dro digoroc’h ha sklaeroc’h er c’huzul-rannvro. Sikouromp lusk ar c’hevredigezhioù, paneveto ne vefe ket eus ar vuhez demokratel e Breizh.

Prioriezh niv 9 :
Lakaomp tachenn kefridioù Rannvro Breizh da greskiñ evit tostaat al lec’hioù ma vez divizet an traoù ouzh ar geodedeourien.

Greomp e doare ma vo kresket tachenn kefridioù ar Rannvro ha roet muioc’h a frankiz dezhi a-fet arc’hant ha telloù, abalamour da sevel, en amzer-da-zont, Bodadenn Breizh, anezhi ur strollegezh hepken evit Breizh adunanet.

Bevañ gwelloc’h a dalvez bevañ en un endro gwarezet ha delc’her d’ar vevliesseurted
Prioriezh niv 10 :
Gwareziñ meteier naturel Breizh

Lakaomp ar saotradurioù da zigreskiñ (diastuzerioù, nitratoù, gazoù efed ti-gwer…), ha gwarezomp an takadoù naturel ha re al labour-douar. Greomp e doare ma vo dour a galite e Breizh adarre, ar pezh a zo pouezus-kenañ evit ar yec’hed, hag evit kaout fin gant ar bezhin glas.

Prioriezh niv 11 :
Stourmomp enep foranañ an danvezioù naturel

Produiñ nebeutoc’h a lastez zo unan eus an traoù d’ober da gentañ-penn.

Kinnig fetis :

Roteliñ, adimplijout, adaozañ : tennomp hor mad eus al lastez evit an ekonomiezh hag al labour !

Prioriezh niv 12 :
Tennomp hor mad eus ar fed omp bro an arvor ha war un dro doujomp an ekoreizhiadoù

Un takad prizius-kenañ eo ar mor evit Breizh.

Kinnig fetis :

Sikouromp an obererezhioù nad eont ket enep kempouez naturel an endro, hag a zegas labour d’ar vro, evel ar pesketa artizanel padus pe an energiezhioù mor.

Bevañ gwelloc’h a dalvez produiñ mat evit debriñ mat
Prioriezh niv 13 :
Sikouromp ul labour-douar lec’hel, doujus d’an natur, hag a vez produet boued yac’h gantañ.

Produiñ er vro, kuit a ziastuzerioù ha kuit a enporzhiañ soja OGK, zo un dra vat evit an hin, ar vevliesseurted, ar yec’hed, ha kuit a rediañ an dud da guitaat ar maezioù. Lakaomp ar pouez war ar bio ha war ar galite, d’ar broduerien da c’hallout bevañ diwar o labour evel zo dleet.

Bevañ gwelloc’h a dalvez mont ha dont aes war ar pemdez hag en ur saotrañ nebeutoc’h
Prioriezh niv 14 :
Diorroomp an treuzdougen evit an holl, ar pezh a zo doujus d’an endro.

Bezomp prest da vevañ « kuit a direoul » ha broudomp an dud da vont gant beloioù, an THR, an treuzdougen asambles hag a-stroll… ha lakaomp paouez gant ar raktresoù diezhomm evel an aerborzh e Kernitron-al-Lann.

Prioriezh niv 15 :
Digreskomp lodenn an treuzdougen marc’hadourezhioù war an hentoù e Breizh.

Strobet eo an hentoù gant kirri-samm hag a zegas saotradurioù bras, ha stank-tre e vez an dremeniri a-wechoù abalamour dezho ivez.

Kinnig fetis :

Broudomp d’ober gant an treuzdougen dre hent-houarn pe dre ar c’hanolioù abalamour da zistankañ an hentoù e Breizh

Bevañ gwelloc’h a dalvez reiñ ostilhoù d’an holl, dezho da vestroniañ an energiezh bevezet ganto
Prioriezh niv 16 :
Sikouromp produiñ energiezhioù nevezadus er vro hag implijomp nebeutoc’h a energiezh.

Evit an hin, evit paouez gant an energiezh nukleel ha krouiñ labour, lakaomp difuiñ ar savadurioù, sikouromp an treuzdougen a-stroll, al labour-douar gant peizanted hag an energiezhioù nevezadus. Kentoc’h eget sevel ur greizenn diezhomm e Landivizio, ijinomp diskoulmoù an amzer-da-zont.

Bevañ gwelloc’h a dalvez bezañ yac’h
Prioriezh niv 17 :
Lakaomp digreskiñ ar riskloù evit ar yec’hed hag aesaomp d’an holl dud profitañ eus ar prederioù.

Greomp e doare ma vo adkavet kalite an aer hag an dour evit lakaat ar saotradurioù dañjerus evit ar Vretoned da zigreskiñ. Ret eo d’an holl gallout bezañ soagnet, pelec’h bennak e vefent o chom, pe e vefent pinvidik pe en dienez, forzh pe gleñved a vefe ganto : savomp ur politikerezh kreñv a-fet yec’hed-kenskoazell asambles gant an dud hag ar re a labour war an tachennoù mezegel ha sokial.

Kinnig fetis :

Skoazellomp ar boued a galite hag ar sport a-youl vat, stourmomp evit ar yec’hed ouzh al labour… gwell eo prederiañ a-raok bezañ klañv !

Bevañ gwelloc’h a dalvez doujañ an identelezhioù sevenadurel lies
Prioriezh niv 18 :
Difennomp al liested sevenadurel, yezhoù ha sevenadurioù Breizh dreist-holl.

Brudañ ha lakaat ar yezhoù rannvro war wel, lakaat an holl da gemer perzh er vuhez sevenadurel, sed aze ar pep pouezusañ en hor politikerezh, hag estreget se a vo : pennaenn ar gwirioù sevenadurel a vo ur sichenn evidomp.

Bevañ gwelloc’h a dalvez kemer tro eus an amzer vak.
Prioriezh niv 19 :
Roomp lañs d’un touristerezh padus ha kengret, ha roomp an tu d’an holl da bleustriñ obererezhioù sevenadur pe sport.

Skoazellomp ar sport amatour ha digoromp ar sevenadur d’an holl en ur zoujañ an endro. Skoazellomp un touristerezh digor d’an holl, an dud ar muiañ en dienez hag all, un touristerezh hag a ra vad d’an ekonomiezh e pep lec’h, ha doujus d’ar meteier naturel.

Bevañ gwelloc’h, ur gwir evit an holl !
Prioriezh niv 20 :
Greomp e doare ma vo ingalet ar pinvidigezhioù hag ar servijoù publik en ur mod kempouez e Breizh a-bezh.

Fiñvusted, yec’hed, deskadurezh, ekonomiezh… arabat bodañ ar pinvidigezhioù hag ar servijoù er c’hêrioù bras. Diaes eo an traoù e Kreiz-Breizh, war an inizi, war ar maez. N’eo ket tonket an traoù da vezañ e-giz-se ! Labouromp abalamour da bep takad da ober diouzh ar gwellañ gant an danvez a zo ennañ.

Prioriezh niv 21 :
Stourmomp enep an dizingalded e Breizh ha roomp lañs d’ar genskoazell, koulz ar genskoazell lec’hel hag etrebroadel.

Ret eo da gement politikerezh a-berzh ar Rannvro klask lakaat an dizingalded hag ar gwallziforc’hioù da zigreskiñ, forzh pe re e vefent (jener, dibaboù revel, relijion, namm, liv ar c’hroc’hen, orin sokial, oad). Stourmomp evit lakaat doujañ briegezh mab-den, gant-se aesaomp d’an dud vreskañ kavout ul lojeiz ha roomp bod d’an enbroidi ha d’ar repuidi.

Kinnig fetis :

Sikouromp ar c’hevredigezhioù hag a ra war-dro degemer ha kenemprañ, ar skolioù yezhoù, dezho da labourat en doare aesañ.